1Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d'ar marv. 2O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour. 3Neuze, Judaz, an hini en devoa e werzhet, o welout penaos e oa kondaonet, a zeuas morc'hed dezhañ, hag e tegasas an tregont pezh arc'hant d'ar veleien vras ha d'an henaourien, 4o lavarout: Pec'het em eus o werzhañ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit. 5Goude m'en devoe taolet ar pezhioù arc'hant en templ, ez eas kuit, hag en em grougas. 6Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N'eo ket aotreet o lakaat en teñzor, dre ma'z int priz ar gwad. 7Hag, o vezañ en em guzuliet, e prenjont park ar poder, evit beziañ an diavaezidi. 8Setu perak eo galvet ar park-se, Park ar Gwad, betek hiziv. 9Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia, ar profed: Kemeret o deus an tregont pezh arc'hant, gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz, eus an hini a zo bet lakaet e briz gant bugale Israel, 10hag o rojont evit park ar poder, evel m'en deus an Aotrou urzhiet din. 11Jezuz a voe lakaet dirak ar gouarnour; ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar. 12Met pa voe tamallet gant ar veleien vras ha gant an henaourien, ne respontas netra. 13Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ha ne glevez ket pegement a draoù a damallont dit? 14Met eñ ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet- meurbet. 15Ar gouarnour en devoa ar c'hiz, da bep gouel, da leuskel d'ar bobl an hini eus ar brizonidi a c'houlennent. 16Bez' e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a c'halved Barabbaz. 17Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc'h e laoskfen deoc'h, Barabbaz, pe Jezuz a c'halver Krist? 18Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa e lakaet etre e zaouarn. 19E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te; rak gwall-boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ. 20Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c'houlenn Barabbaz, ha da lakaat koll Jezuz. 21Ar gouarnour, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Pehini an daou a fell deoc'h e laoskfen deoc'h? Int a lavaras: Barabbaz. 22Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c'halver Krist? Holl a lavarjont: Ra vo staget ouzh ar groaz! 23Ar gouarnour a lavaras: Peseurt droug en deus graet? Hag e krient kreñvoc'h, o lavarout: Ra vo staget ouzh ar groaz! 24Pilat, o welout penaos ne c'houneze netra, met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ; soñjit-se. 25Hag an holl bobl a respontas: Ra gouezho e wad warnomp ha war hor bugale! 26Neuze e laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en lakaas etre o daouarn evit bezañ staget ouzh ar groaz. 27Neuze soudarded ar gouarnour a zegasas Jezuz er pretordi, hag e tastumjont en-dro dezhañ an holl strollad. 28O vezañ e ziwisket, e lakajont warnañ ur vantell ruz-skarlek. 29O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ, o lavarout: Me a salud ac'hanout, roue ar Yuzevien. 30Hag o vezañ krañchet outañ, e kemerjont ar gorzenn hag e skojont ganti war e benn. 31Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont ar vantell diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro, hag e kasjont anezhañ evit e lakaat ouzh ar groaz. 32Evel ma teuent er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e lakajont anezhañ da zougen kroaz Jezuz. 33O vezañ erruet en ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo lec'h ar c'hlopenn, 34e rojont dezhañ da evañ gwinegr mesket gant bestl; ha p'en devoe e dañvaet, ne fellas ket dezhañ evañ. 35Goude bezañ e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad, ouzh o zeurel d'ar sord, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lodennet o deus va dilhad, ha taolet o deus va sae d'ar sord. 36Hag, o vezañ azezet, e tiwalljont anezhañ. 37Lakaat a rejont a-us d'e benn abeg e gondaonidigezh, dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ ROUE AR YUZEVIEN. 38Neuze e voe kroazstaget gantañ daou laer, unan a-zehou, hag egile a-gleiz dezhañ. 39Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn, 40hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar dout Mab Doue, diskenn eus ar groaz! 41Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed hag an henaourien, a lavare, en ur c'hoapaat: 42Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan! Mar deo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz, hag e kredimp ennañ! 43En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ, mar en em blij ennañ; rak lavaret en deus: Mab Doue on! 44Al laeron ivez, a oa kroazstaget gantañ, a rae dezhañ an hevelep rebechoù. 45Adalek ar c'hwec'hvet eur betek an navet, e voe teñvalijenn war an douar holl. 46Ha war-dro an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eli, Eli, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet? 47Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavare: Setu e c'halv Elia. 48Ha raktal, unan anezho a redas, a gemeras ur spoueenn, hag o vezañ he leuniet a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn, hag he roas dezhañ da evañ. 49Met ar re all a lavare: Lez; gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e saveteiñ. 50Neuze Jezuz, o vezañ taolet adarre ur griadenn vras, a rentas e spered. 51Ha setu, gouel an templ a rogas e div, adalek krec'h betek traoñ, an douar a grenas, ar reier a frailhas, 52ar bezioù a zigoras, ha meur a gorf ar sent a oa marv, a adsavas a varv; 53hag, o vezañ aet er-maez eus o bezioù goude adsavidigezh Jezuz a varv, ez ejont er gêr santel hag en em ziskouezjont da galz. 54Neuze, ar c'hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c'hren-douar ha kement a oa c'hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue. 55Bez' e oa ivez meur a wreg a selle a-bell; heuliet o devoa Jezuz adalek Galilea, ouzh e servijañ. 56En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm da Jakez ha da Jozef, ha mamm mibien Zebedea. 57Diouzh an abardaez, e teuas un den pinvidik eus Arimatea, anvet Jozef, un den a oa ivez diskibl da Jezuz. 58Mont a reas da gavout Pilat, hag e c'houlennas digantañ korf Jezuz. Neuze Pilat a c'hourc'hemennas reiñ ar c'horf. 59Jozef a gemeras ar c'horf, en goloas gant ul lienenn gwenn, 60hag a lakaas anezhañ en e vez nevez e-unan en devoa toullet er roc'h; ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit. 61Mari a Vagdala hag ar Vari all, a oa azezet eno, e-tal ar bez. 62An deiz war-lerc'h a oa deiz goude ar c'hempennadur; ar veleien vras hag ar farizianed en em zastumas hag a yeas da gavout Pilat, 63hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp, penaos an trompler-se a lavare pa oa bev: A-benn tri devezh, ec'h adsavin a varv. 64Gourc'hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien [en noz] d'e laerezh ha da lavarout d'ar bobl: Savet eo a-douez ar re varv. An tromplerezh diwezhañ-se a vefe gwashoc'h eget an hini kentañ. 65Pilat a lavaras dezho: Gwarded hoc'h eus, it ha diwallit eñ evel ma karot. 66Mont a rejont eta kuit, hag e lakajont e surentez ar bez, en ur siellañ ar maen, hag o lakaat gwarded war e dro.