1Jezuz o komz, a lavaras a-nevez dezho dre barabolennoù: 2Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue hag a reas ur goan-eured evit e vab. 3Kas a reas e vevelien da c'hervel ar re a oa bet pedet d'an eured; met ne felle ket dezho dont. 4Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d'ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d'an eured. 5Met ne rejont van ebet ouzh kement-se, hag ez ejont, unan d'e bark, unan all d'e genwerzh, 6ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas. 7Ar roue a yeas droug ennañ, hag o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se, hag e tevas o c'hêr. 8Neuze e lavaras d'e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket din anezhi. 9It eta er c'hroazhentoù, ha galvit d'an eured an holl re a gavot. 10E vevelien, o vezañ aet dre an hentoù, a zastumas kement a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol. 11Ar roue, o vezañ deuet evit gwelout ar re a oa ouzh taol, a welas eno un den n'en devoa ket gwisket un dilhad eured. 12Lavarout a reas dezhañ: Va mignon, penaos out deuet amañ hep kaout un dilhad eured? Eñ a chomas mut. 13Neuze ar roue a lavaras d'ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, ha taolit eñ en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 14Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet. 15Neuze ar farizianed a yeas d'en em guzuliañ war an doare d'e dapout en e gomzoù. 16Kas a rejont d'e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud. 17Lavar deomp eta petra a soñjez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket? 18Met Jezuz, oc'h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon, pilpouzed? 19Diskouezit din ar moneiz ma vez paeet ar gwir gantañ. Hag e rojont dezhañ un diner. 20Goulenn a reas outo: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? 21Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. 22Souezhet eus ar pezh a glevjont, e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit. 23An hevelep devezh, ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas da gavout Jezuz, hag a reas outañ ar goulenn-mañ: 24Mestr, Moizez en deus lavaret: Mar marv unan bennak hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez, evit sevel lignez d'e vreur. 25Bez' e oa en hon touez seizh breur. An hini kentañ a zimezas hag a varvas; hag evel n'en devoa ket a vugale, e lezas e wreg d'e vreur. 26En hevelep doare e c'hoarvezas gant an eil, an trede, betek ar seizhvet. 27Ha d'an diwezhañ-holl, ar wreg a varvas ivez. 28Da behini ar seizh-se e vo gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak eo bet dezho holl. 29Jezuz, a respontas dezho: En dallentez oc'h, dre n'anavezit ket ar Skriturioù, na galloud Doue. 30Rak en adsavidigezh a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled Doue en neñv. 31Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh en deus Doue lavaret deoc'h: 32Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob? Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. 33Ar bobl a selaoue, hag a voe souezhet gant kelennadurezh Jezuz. 34Ar farizianed, o vezañ klevet penaos en devoa lakaet da devel ar sadukeiz, en em zastumas, 35hag unan anezho, doktor eus al lezenn, a reas ar goulenn-mañ outañ, evit e demptañ: 36Mestr, pehini eo ar brasañ gourc'hemenn eus al lezenn? 37Jezuz a respontas dezhañ: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, hag eus da holl soñj. 38Hennezh eo ar c'hentañ hag ar brasañ eus ar gourc'hemennoù. 39Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. 40Eus an daou c'hourc'hemenn-se, e talc'h an holl lezenn hag ar brofeded. 41Evel ma oa ar farizianed en em zastumet, Jezuz a reas ur goulenn outo, 42o lavarout: Petra a soñjit eus ar C'hrist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezhañ: Da Zavid. 43Jezuz a lavaras dezho: Penaos eta e c'halv David anezhañ, dre ar Spered, e Aotrou, pa lavar: 44An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid. 45Mar galv eta David e-unan anezhañ Aotrou, penaos eo-eñ e vab? 46Ha den ne c'hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.