1Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den penn-tiegezh a yeas er-maez beure mat, da c'hoprañ labourerien evit e winieg. 2Ober a reas marc'had ganto eus un diner dre zevezh, hag o c'hasas d'e winieg. 3Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur, hag e welas re all a oa war ar blasenn, hep ober netra. 4Lavarout a reas dezho: It ivez da'm gwinieg, hag e roin deoc'h ar pezh a zo reizh. Hag ez ejont. 5Mont a reas adarre er-maez war-dro ar c'hwec'hvet ha war-dro an navet eur, hag e reas ar memes tra. 6O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour war ar blasenn, hag e lavaras dezho: Perak en em zalc'hit amañ a-hed an deiz hep ober netra? 7Respont a rejont dezhañ: Dre n'en deus den ebet gopret ac'hanomp. It ivez da'm gwinieg, emezañ, hag e roin deoc'h ar pezh a zo reizh. 8Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winieg a lavaras d'e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezhañ d'ar re gentañ. 9Re an unnekvet eur, o vezañ deuet, o devoe pep a ziner. 10Ar re gentañ a soñje dezho o divije ouzhpenn; met pep a ziner a resevas ivez ar re-mañ. 11Ouzh e gemer, e c'hrozmolent a-enep ar penn-tiegezh, 12o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n'o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec'h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder. 13Eñ a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit; ne'c'h eus ket graet marc'had ganin evit un diner? 14Kemer eta ar pezh a zo dit, ha kae kuit; c'hoantaat a ran reiñ d'an hini diwezhañ-mañ kement ha dit. 15Ha ne c'hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma'z on mat? 16Evel-se, ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. [Rak kalz a zo galvet, met nebeud a zo dibabet.] 17E-pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem, e kemeras a-du an daouzek diskibl, hag e lavaras dezho en hent: 18Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv, 19hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed, evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ, hag e groazstagañ, met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz. 20Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas ouzh Jezuz [gant he mibien], hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ. 21Eñ a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Gra, emezi, ma vo va daou vab a zo amañ, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit. 22Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ [ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti]? Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. 23Lavarout a reas dezho: Gwir eo ec'h evot va hanaf [hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti]; met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ; roet e vo d'ar re ma'z eo bet kempennet evito gant va Zad. 24An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep an daou vreur. 25Jezuz o galvas hag a lavaras: Gouzout a rit penaos pennoù ar pobloù a vestroni anezho, ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno. 26Ne vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer. 27Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho mevel. 28Evel-se eo deuet Mab an den, neket evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz. 29Pa'z ejont kuit eus Jeriko, ez eas kalz a dud war e lerc'h. 30Ha setu, daou zen dall, azezet war gostez an hent, a glevas e oa Jezuz o tremen, hag e krijont: Aotrou, Mab David, az pez truez ouzhimp! 31Ar bobl o gourdrouze, evit ober dezho tevel; met int a grie kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhimp! 32Jezuz, o chom a sav, o galvas, hag a lavaras: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h? 33Hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, ma tigoro hon daoulagad. 34O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad, ha raktal e kavjont ar gweled, hag e heuilhjont anezhañ.