1En amzer-se, Herodez an tetrark, o vezañ klevet komz eus Jezuz, a lavaras d'e servijerien: 2Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ. 3Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa e ereet ha lakaet er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, 4rak Yann a lavare dezhañ: N'eo ket aotreet dit he c'haout evit gwreg. 5C'hoant en devoa d'e lakaat da vervel, met aon en devoa rak ar bobl, dre ma oa kemeret Yann ganto evit ur profed. 6Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc'h Herodiaz a zañsas dirak an dud, hag a blijas da Herodez, 7en hevelep doare ma roas e c'her dezhi gant le, penaos e roje dezhi ar pezh a c'houlennje. 8Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour. 9Ar roue a voe glac'haret; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, e c'hourc'hemennas e reiñ dezhi, 10hag e kasas da zibennañ Yann er prizon. 11E benn a voe degaset war ur plad, ha roet d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm. 12Diskibien Yann a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e sebeilhjont anezhañ.; hag ez ejont d'e lavarout da Jezuz. 13Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias war droad adalek ar gêrioù. 14Neuze Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud; truez en devoe outo, hag e yac'haas o c'hlañvourien. 15An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro, ha diwezhat eo; kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù, da brenañ boued. 16Jezuz a lavaras dezho: N'o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. 17Lavarout a rejont dezhañ: N'hon eus amañ nemet pemp bara ha daou besk. 18Eñ a lavaras: Degasit int din. 19Ober a reas d'ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e rentas grasoù. Neuze e torras ar baraoù, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl. 20Debriñ a rejont holl hag o devoa a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemorantoù. 21Ar re o devoa debret a oa war-dro pemp mil den, hep ar gwragez hag ar vugale. 22Kerkent goude, e reas d'e ziskibien mont er vag, hag e ziaraogiñ en tu all, e-pad ma kasje kuit ar bobl. 23P'en devoe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ, a-du; an abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan. 24Ar vag a oa dija e-kreiz ar mor, gwallgaset gant ar gwagennoù, rak an avel a oa en o enep. 25D'ar bedervet beilhadenn eus an noz e teuas d'o c'havout, o vale war ar mor. 26Pa welas an diskibien anezhañ, o vale war ar mor, o devoa spont hag e lavarjont: Un teuz eo! Hag e krijont gant ar spont. 27Kerkent Jezuz a lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon. 28Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, mar deo te, gourc'hemenn ac'hanon da vont da'z kavout war an doureier. 29Eñ a lavaras dezhañ: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier, evit mont da gavout Jezuz. 30Met, pa welas e oa kreñv an avel, en devoa aon; hag evel ma tonae en dour, e krias, o lavarout: Aotrou, va savete! 31Raktal Jezuz, oc'h astenn e zorn, a grogas ennañ, hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac'h eus diskredet? 32Hag e pignjont er vag, hag an avel a baouezas. 33Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue. 34P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared. 35Tud al lec'h-mañ, o vezañ anavezet Jezuz, a gasas kannaded en holl vro tro-war-dro, hag e voe degaset dezhañ an holl dud klañv. 36Pediñ a rejont anezhañ d'o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac'haet.