1En amzer-se, Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad; e ziskibien, naon ganto, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d'o zebriñ. 2Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad? 3Eñ a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David, p'en devoa naon, eñ hag ar re a oa gantañ? 4Penaos ez eas e ti Doue, hag e tebras baraoù a ginnig, a oa arabat dezhañ o debriñ, kennebeut d'ar re a oa gantañ, met d'ar veleien hepken? 5Pe, n'hoc'h eus ket lennet er lezenn penaos en deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ, hag ez int divlam? 6Met, me a lavar deoc'h, bez' ez eus amañ un dra bennak brasoc'h eget an templ. 7Mar goufec'h ar pezh a dalv kement-mañ: Kemer a ran plijadur en drugarez ha neket en aberzhoù, n'ho pefe ket kondaonet tud didamall. 8Rak Mab an den a zo mestr war ar sabad. 9O vezañ aet ac'hane, Jezuz a yeas er sinagogenn. 10Ha setu e oa eno un den en devoa un dorn disec'het. Goulenn a rejont ouzh Jezuz, evit e damall: Hag aotreet eo yac'haat e deizioù ar sabad? 11Eñ a respontas dezho: Pehini ac'hanoc'h, ma n'en deus nemet un dañvad, ha mar kouezh en ur poull e deiz ar sabad, ne zeufe ket d'e dennañ ha d'e sevel? 12Pegement e dalv muioc'h un den eget un dañvad! Dre-se, e c'heller ober vat e deizioù ar sabad. 13Neuze e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h evel egile. 14Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul a-enep dezhañ, evit e lakaat da vervel. 15Met Jezuz, o c'houzout kement-se, en em dennas ac'hane; kalz a dud a yeas war e lerc'h, hag eñ a yac'haas an holl re glañv. 16Gourc'hemenn a rae start dezho na zisklêrjent ket anezhañ, 17evit ma vefe peurc'hraet a pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: 18Setu va servijer am eus dibabet, va c'haret-mat, ennañ va ene en deus kemeret plijadur; lakaat a rin va Spered warnañ, hag ec'h embanno ar reizhder d'ar broadoù; 19ne rioto ket, ne grio ket, ha den ne glevo e vouezh er straedoù; 20ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ha ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec'hiñ; 21hag ar broadoù a espero en e anv. 22Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc'het gant un diaoul, dall ha mut, hag e yac'haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele. 23An holl bobl, souezhet bras, a lavare: Ha n'eo ket hemañ Mab David? 24Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaoulien nemet dre Veelzebul, priñs an diaoulien. 25Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep ti dizunanet gantañ e-unan ne c'hello ket padout. 26Mar deu Satan da gas Satan kuit, emañ eta dizunanet gantañ e-unan; penaos e pado e rouantelezh? 27Mar kasan kuit an diaoulien dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien. 28Met mar kasan kuit an diaoulien dre Spered Doue, eo eta gwir penaos eo rouantelezh Doue deuet betek ennoc'h. 29Pe, penaos e c'hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se; neuze hepken e preizho e di. 30An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez. 31Rak-se, me a lavar deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar gwallgomz a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezho. 32Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ, nag er c'hantved-mañ, nag er c'hantved da zont. 33Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh; rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh. 34Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù. 35An den mat a denn traoù mat eus e deñzor mat [en e galon], hag an den fall a denn traoù fall eus e deñzor fall [en e galon]. 36Me a lavar deoc'h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret; 37rak, diwar da gomzoù e vi reishaet, ha diwar da gomzoù e vi kondaonet. 38Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c'hoant da welout ur mirakl graet ganit. 39Eñ a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl; ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet hini ar profed Jona. 40Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar. 41Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Jona. 42Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour ma teuas eus pellder an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Salomon. 43Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket; 44neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet; pa zeu, e kav anezhañ goullo, skubet ha kempennet. 45Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ. 46Evel ma komze c'hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur, chomet er-maez, a glaske komz outañ. 47Unan bennak a lavaras dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez, hag a glask komz ouzhit. 48Met Jezuz a respontas d'an hini en devoa lavaret-se dezhañ: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur? 49Hag, oc'h astenn e zorn war e ziskibien, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur. 50Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.