1Goude ma oa ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez, ha Salome, a brenas louzoù a c'hwez-vat evit dont da valzamañ ar c'horf. 2Deiz kentañ ar sizhun, da sav-heol, e teujont mintin mat d'ar bez. 3Hag e lavarent etrezo: Piv a lamo deomp ar maen a zo ouzh dor ar bez? 4O vezañ sellet, e weljont ar maen a oa bet lamet; ha gwall vras e oa. 5Neuze, o vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn; spontet e oant. 6Met eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet; c'hwi a glask Jezuz a Nazared, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz; adsavet eo a varv, n'emañ ken amañ; setu al lec'h m'o devoa lakaet anezhañ. 7Met it, ha lavarit d'e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot, evel m'en deus lavaret deoc'h. 8Int a yeas kuit hag a dec'has diouzh ar bez, rak souezhet e oant ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant. 9Jezuz, o vezañ adsavet a varv diouzh ar beure, deiz kentañ ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en devoa kaset kuit seizh diaoul anezhi. 10Hi a yeas, hag a roas d'e anavezout d'ar re a oa bet gantañ, hag a oa e kañv hag en daeroù. 11Met int, o klevout e oa bev, hag he devoa-hi e welet, ne gredjont ket anezhi. 12Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent, o vont war ar maez. 13Ar re-mañ a yeas da lavarout d'ar re all ha n'o c'hredjont ket kennebeut. 14Da ziwezhañ, en em ziskouezas d'an unnek abostol, evel ma oant ouzh taol, hag e rebechas dezho o diskredoni ha kaleter o c'halon, abalamour n'o devoa ket kredet ar re o devoa e welet adsavet a varv. 15Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl, ha prezegit an Aviel da bep krouadur. 16An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet; met an hini na gredo ket a vo kondaonet. 17Ha setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaoulien em anv; komz a raint yezhoù nevez; 18kemer a raint an naered; mar evont un dra marvus bennak, ne raio ket a boan dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv, hag e vint yac'haet. 19An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv, hag ec'h azezas a-zehou da Zoue. 20Hag int, o vezañ aet, a brezegas dre holl, an Aotrou o kenober ganto, hag o reiñ kred da C'her Doue dre ar mirakloù o heulie.