1O vezañ dastumet e zaouzek diskibl, Jezuz a roas dezho nerzh ha galloud war an holl diaoulien, ha da yac'haat ar c'hleñvedoù. 2Hag e kasas anezho da brezeg rouantelezh Doue, ha da yac'haat ar re glañv. 3Lavarout a reas dezho: Na zougit netra evit an hent, na bazh, na sac'h, na bara, nag arc'hant, ha n'ho pet ket daou wiskamant. 4E peseurt ti bennak ma'z eot, chomit ennañ betek ma'z eot kuit. 5Hag evit ar re na zegemerint ket ac'hanoc'h, o vont kuit eus o c'hêr, hejit ar poultr eus ho treid, e testeni a-enep an dud-se. 6O vezañ aet kuit, ez ajent eus bourc'h e bourc'h, o prezeg an Aviel, hag o yac'haat ar re glañv e pep lec'h. 7Koulskoude, Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae Jezuz, ha ne ouie petra da soñjal, abalamour darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv, 8re all e oa en em ziskouezet Elia, ha re all unan eus ar brofeded kozh a oa adsavet a varv. 9Herodez a lavare: Graet em eus troc'hañ e benn da Yann; met piv eo hemañ a glevan an hevelep traoù diwar e benn? Hag e c'hoantae gwelout anezhañ. 10An ebestel o vezañ distroet, a lavaras da Jezuz kement o devoa graet. O vezañ o c'hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec'h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida. 11Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias; Jezuz o degemeras hag a gomzas outo diwar-benn rouantelezh Doue; yac'haat a reas ivez ar re o devoa ezhomm da vezañ yac'haet. 12Evel ma'c'h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù hag er c'hêrioùigoù en-dro, da lojañ ha da brenañ boued, rak amañ emaomp en ul lec'h distro. 13Met eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag int a respontas: N'hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brenañ boued evit an holl bobl-mañ. 14Rak bez' e oant war-dro pemp mil den. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Lakait anezho da azezañ a renkoù a hanter-kant. 15Hag e rejont evel-se, o lakajont holl da azezañ. 16Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sellout war-zu an neñv, e vennigas anezho, o zorras, hag o roas d'an diskibien, evit m'o rojent d'ar bobl. 17Debriñ a rejont holl hag o devoa a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemorantoù. 18C'hoarvezout a reas, evel ma pede e-unan, ha ma oa an diskibien gantañ, e c'houlennas outo: Piv a lavar an dud on-me? 19Int a respontas: Darn a lavar out Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded adsavet a varv. 20Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas: Te eo Krist Doue. 21Met e tifennas gwall start outo lavarout kement-se da zen, 22hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, ha bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv an trede deiz. 23Hag e lavaras d'an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon. 24Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din, he saveteo. 25Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, mar en em zistrujfe, pe mar en em gollfe e-unan? 26Rak piv bennak en devo mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c'hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel. 27Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue. 28War-dro eizh devezh goude ar c'homzoù-se, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag a bignas war ur menez evit pediñ. 29E-pad ma pede, e zremm a droas a zoare, hag e zilhad a zeuas gwenn ha lugernus evel al luc'hed. 30Ha setu daou zen a gomze gantañ; Moizez hag Elia e oant; 31en em ziskouezjont gant gloar, hag e komzjont eus e varv, a zlee bezañ graet e Jeruzalem. 32Pêr hag ar re a oa gantañ o devoa kement a c'hoant kousket; pa zihunjont, e weljont e c'hloar hag an daou zen a oa gantañ. 33Evel ma'z ae an dud-mañ kuit digant Jezuz, Pêr a lavaras dezhañ: Mestr, mat eo deomp chom amañ; greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia. Ne ouie ket mat petra a lavare. 34Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn d'o golo; hag evel ma c'holoe anezho, ar spont a grogas en diskibien. 35Ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, selaouit eñ. 36Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. E ziskibien a davas, ha ne lavarjont netra da zen, d'ar c'houlz-se, eus ar pezh o devoa gwelet. 37An deiz war-lerc'h, evel ma tiskennent eus ar menez, ur bobl vras a zeuas a-raok Jezuz. 38Un den, a-douez an dud-se, a grias hag a lavaras: Mestr, me az ped, taol da zaoulagad war va mab, rak va mab nemetañ eo. 39Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze ar spered a hej anezhañ start, en laka da eoniñ, hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl. 40Hag em eus pedet da ziskibien d'e gas kuit, met n'o deus ket gallet. 41Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degas amañ da vab. 42Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar, hag a zifretas start anezhañ; met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel, hag en roas d'e dad. 43Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d'e ziskibien: 44Evidoc'h-hu, selaouit mat ar c'homzoù-mañ: Mab an den a zle bezañ lakaet etre daouarn an dud. 45Met ne gomprenent ket ar gomz-se; teñval e oa evito, ha ne gomprenent enni netra, met ne gredent goulenn netra outañ war gement-se. 46Neuze ur soñj a zeuas dezho, anavezout pehini anezho a vije ar brasañ. 47Jezuz, o welout soñj o c'halon, a gemeras ur bugel bihan, a lakaas anezhañ en e gichen, 48hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset. Rak an hini ac'hanoc'h holl eo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras. 49Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour ne heul ket ac'hanomp. 50Jezuz a lavaras dezhañ: Na zifennit ket outañ; rak an neb n'emañ ket a-enep deomp, a zo evidomp. 51Evel ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet diwar an douar, en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem. 52Kas a reas tud a-raok dezhañ; o vezañ aet, ec'h antrejont en ur vourc'h eus Samaria, evit kempenn ul lojeiz dezhañ. 53Met ar re-mañ n'en degemerjont ket, abalamour ma'z ae war-zu Jeruzalem. 54Jakez ha Yann, e ziskibien, o welout-se, a lavaras dezhañ: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ [evel ma reas Elia]. 55Hogen Jezuz, o tistreiñ, a c'hourdrouzas anezho [hag a lavaras: N'ouzoc'h ket eus peseurt spered oc'h buhezet; 56rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o saveteiñ]. Hag ez ejont da ur vourc'h all. 57Evel ma oant en hent, un den a lavaras dezhañ: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, e kement lec'h ma'z i. 58Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù, ha laboused an neñv neizhioù; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn. 59Lavarout a reas da unan all: Heul ac'hanon. Hag hemañ a lavaras: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad. 60Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue. 61Unan all a lavaras dezhañ ivez: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, met lez ac'hanon da gentañ da vont da gimiadiñ diouzh ar re a zo em zi. 62Jezuz a respontas dezhañ: An hini a laka e zorn war an arar hag a sell war e lerc'h, n'eo ket dereat evit rouantelezh Doue.