1Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoù a c'hwez-vat o devoa fichet; [hag ur re bennak o heulie]. 2Hag e kavjont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez. 3O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz. 4Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho, gwisket gant dilhad lugernus. 5Evel ma oant spontet, ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev? 6N'emañ ket amañ, adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en devoa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea, 7o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz. 8Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù. 9O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d'an unnek, ha d'an holl re all. 10Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel. 11Met e kemerent ar pezh a lavarent dezho evel ur sorc'henn. 12Koulskoude, Pêr a savas hag a redas d'ar bez; o vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar; mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c'hoarvezet. 13An deiz-se memes, daou anezho a yae d'ur vourc'h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn diouzh Jeruzalem; 14int a gomze etrezo diwar-benn ar pezh a oa c'hoarvezet. 15Evel ma komzent, ha ma poellataent, Jezuz e-unan, o vezañ tostaet, en em lakaas da vale ganto. 16Met o daoulagad a oa dalc'het, en hevelep doare ma n'anavezjont ket anezhañ. 17Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzoù-se a lavarit etrezoc'h, en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist? 18Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c'hoarvezet enni en deizioù-mañ? 19Eñ a lavaras dezho: Ha petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo erruet gant Jezuz a Nazared, ur profed bras, galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl, 20ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e varnet d'ar marv, hag e staget ouzh ar groaz. 21Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel, ha koulskoude, setu an trede deiz ma'z eo c'hoarvezet an traoù-se. 22Gwir eo penaos gwragez bennak, eus hon touez, o deus hor gwall souezhet; rak o vezañ bet aet d'ar bez a-raok an deiz, 23n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho, ha lavaret e oa bev. 24Hiniennoù ac'hanomp a zo aet d'ar bez, hag o deus kavet an traoù evel m'o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n'o deus ket e welet. 25Neuze e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded! 26Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzañv an traoù-se, ha mont en e c'hloar? 27Neuze e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze outañ adalek Moizez betek an holl brofeded. 28Evel-se e tostaent ouzh ar vourc'h e-lec'h ma'z aent, met Jezuz a rae van da vont pelloc'h. 29Int a reas dezhañ chom ganto, o lavarout dezhañ: Chom ganeomp, rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto. 30Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras bara hag e trugarekaas; hag o vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho. 31Neuze o daoulagad a zigoras hag ec'h anavezjont anezhañ; met eñ a dec'has a-zirak o daoulagad. 32Neuze e lavarjont an eil d'egile: Hor c'halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent, ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù? 33O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem, hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles, 34o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon. 35D'o zro, e lavarjont ivez ar pezh a oa erruet ganto en hent, ha penaos o devoa e anavezet p'en devoa torret ar bara. 36Evel ma komzent evel-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz, hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 37Met int, spontet ha spouronet, a grede gwelout ur spered. 38Eñ a lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù? 39Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, rak me va-unan eo. Stokit ennon, ha sellit ouzhin; rak ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus. 40O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid. 41Met evel, en o levenez, ne gredent ket c'hoazh, ha ma oant souezhet, e lavaras dezho: Bez' hoc'h eus un dra bennak da zebriñ? 42Hag e rojont dezhañ un tamm pesk rostet hag un derenn vel. 43O vezañ o kemeret, e tebras dirazo. 44Neuze e lavaras dezho: Setu ar pezh a lavaren deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h, e oa ret ma vije peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er Brofeded hag er Salmoù. 45Neuze e tigoras dezho o spered, evit ma komprenjent ar Skriturioù. 46Hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, [hag evel-se e oa ret,] e c'houzañvje ar C'hrist, hag e savje a varv d'an trede deiz, 47ha ma vije prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù, e-touez an holl bobloù, o vont da gentañ dre Jeruzalem. 48C'hwi eo an testoù eus an traoù-se, 49ha setu, ez an da gas deoc'h ar pezh en deus va Zad prometet. Evidoc'h-hu, chomit e kêr Jeruzalem, ken na viot gwisket gant ar galloud eus an nec'h. 50Neuze e tegasas anezho er-maez betek Betania, hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho. 51Hag e c'hoarvezas evel ma vennige anezho, e pellaas diouto, hag e voe savet en neñv. 52Int, o vezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras. 53Hag e oant dalc'hmat en templ, o veuliñ hag o vennigañ Doue. [Amen.]