1Kalz o vezañ kemeret ar garg da skrivañ istor an traoù c'hoarvezet, hag anavezet mat evit bezañ gwir en hon touez, 2hervez m'o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentañ, hag a zo bet ministred ar Ger, 3kredet em eus ivez, Teofil mat-meurbet, e tleen o skrivañ dit dre urzh, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl, gant evezh, 4evit ma'c'h anavezi ar wirionez diwar-benn ar pezh a zo bet desket dit. 5En amzer Herodez, roue Judea, e oa ur beleg anvet Zakaria, eus lignez Abia; e wreg a oa eus lignez Aaron, hag en em c'halve Elizabed. 6Reizh e oant o-daou dirak an Aotrou, hag e heulient holl gourc'hemennoù hag urzhioù an Aotrou, en un doare divlam. 7N'o devoa ket a vugale, rak Elizabed a oa gaonac'h, hag o-daou, e oant aet war an oad. 8Erruout a reas, evel ma rae Zakaria e garg a veleg dirak Doue, hervez urzh e dro, 9ma voe galvet dre ar sord, hervez giz ar velegiezh, da vont e-barzh templ an Aotrou, evit deviñ an ezañs. 10An holl bobl a oa er-maez o pediñ, d'an eur ma teved an ezañs. 11Neuze un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ en e sav, en tu dehou da aoter an ezañs. 12Zakaria, o welout anezhañ, a voe trubuilhet, hag ar spont a grogas ennañ. 13Met an ael a lavaras dezhañ: Zakaria, na'z pez ket aon, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elizabed a c'hano dit ur mab, hag e roi dezhañ an anv a Yann. 14Bez' e vo evidout un abeg a joa hag a laouenidigezh, ha kalz en em laouenaio eus e c'hanedigezh. 15Rak bras e vo dirak an Aotrou; n'evo na gwin, nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm; 16distreiñ a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue, 17hag e valeo dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale, hag ar re disentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d'an Aotrou ur bobl tuet mat. 18Zakaria a lavaras d'an ael: A betra ec'h anavezin kement-se? Rak me a zo kozh, ha va gwreg a zo aet war an oad? 19An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue; degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c'heloù mat-mañ. 20Ha setu, te a ya da vezañ mut, ha ne c'helli ken komz, betek an deiz ma c'hoarvezo an traoù-mañ, abalamour ne'c'h eus ket kredet da'm c'homzoù, hag a erruo en o amzer. 21Koulskoude, ar bobl a c'hortoze Zakaria, hag a oa souezhet ma talee en templ. 22Pa voe deuet er-maez, ne c'helle ket komz outo, hag ec'h anavezjont en devoa bet ur welidigezh en templ, rak dre sinoù en roe da gompren dezho; hag e chomas mut. 23Pa voe echuet deizioù e garg, ez eas d'e di. 24Un nebeut amzer goude, Elizabed, e wreg, en em gavas dougerez, hag en em guzhas e-pad pemp miz, o lavarout: 25Evel-se eo, en deus graet an Aotrou em c'heñver en deizioù-mañ, m'en deus sellet ouzhin, evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud. 26Er c'hwec'hvet miz, Doue a gasas an ael Gabriel en ur gêr a C'halilea galvet Nazared, 27d'ur werc'hez a zlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David; ar werc'hez-se a oa anvet Mari. 28An ael, o vezañ aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te a zo bet resevet en gras, an Aotrou a zo ganit. [Benniget out e-touez ar gwragez.] 29O vezañ gwelet an ael, e voe trubuilhet gant e gomzoù, hag e soñje enni ec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezañ. 30Neuze an ael a lavaras dezhi: Mari, na'z pez ket aon, rak kavet ec'h eus gras dirak Doue. 31Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab, hag e c'halvi e anv Jezuz. 32Bras e vo, hag e vo galvet mab an Uhelañ-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad. 33Ren a raio da virviken war diegezh Jakob, hag e ren n'en devo ken a fin. 34Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet? 35An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout, ha galloud an Uhelañ-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud; dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue. 36Ha setu, Elizabed da geniterv a zoug ivez ur mab en he c'hozhni, hag hemañ eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h. 37Rak n'eus netra dibosupl da Zoue. 38Ha Mari a lavaras: Setu servijerez an Aotrou, ra vo graet din hervez da gomz. Hag an ael a bellaas diouti. 39Neuze Mari a savas, hag a yeas buan da vro ar menezioù, en ur gêr eus Bro-Juda, 40hag, o vezañ aet e ti Zakaria, e saludas Elizabed. 41Kerkent ha ma klevas Elizabed Salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof; hag Elizabed a voe leuniet eus ar Spered-Santel. 42Hag o sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez, ha benniget eo frouezh da gof. 43A-belec'h e teu kement-mañ din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon? 44Rak mouezh da salud n'he deus ket kentoc'h skoet va divskouarn, m'en deus ar bugel bihan tridet gant levenez em c'hof. 45Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou. 46Neuze Mari a lavaras: Va ene a veul an Aotrou, 47ha va spered en em laouena e Doue va Salver, 48abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ, e vin galvet eürus gant an holl rummadoù, 49rak an Holl-C'halloudek en deus graet traoù bras din; e anv a zo santel, 50hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ. 51Diskouezet en deus nerzh e vrec'h; stlabezet en deus ar soñjezonoù a rae ar re lorc'hus en o c'halon. 52Didronet en deus ar re c'halloudek, ha savet en deus ar re vihan. 53Leuniet en deus a vadoù a re o devoa naon, ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo. 54Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez, 55evel m'en devoa e lavaret d'hon tadoù, da Abraham ha d'e lignez da viken. 56Mari a chomas gant Elizabed war-dro tri miz; neuze e tistroas d'he zi. 57Neuze, amzer Elizabed o vezañ deuet, e c'hanas ur mab. 58He amezeien hag he c'herent, o vezañ anavezet penaos en devoa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c'heñver, en em laouenajont ganti. 59O vezañ deuet an eizhvet deiz evit amdroc'hañ ar bugel, e c'halvjont anezhañ Zakaria, eus anv e dad. 60Met e vamm, o kemer ar gomz, a lavaras: Nann, met Yann e vo galvet. 61Hag e lavarjont dezhi: N'eus den ez kerentiezh hag a zo galvet eus an anv-se. 62Neuze e c'houlennjont dre sin ouzh e dad penaos e felle dezhañ e vije galvet. 63Zakaria, o vezañ goulennet taolennoùigoù, a skrivas ar gerioù-mañ: Yann eo e anv. Hag an holl a voe souezhet. 64Kerkent e c'henou a zigoras, e deod a ziereas, hag e komze en ur veuliñ Doue. 65O holl amezeien a voe leuniet a spont, hag an holl draoù-mañ en em vrude dre holl venezioù Judea. 66An holl re o c'hleve, o mire en o c'halon, hag e lavarent: Petra eta e vo ar bugel bihan-se? Ha dorn an Aotrou a oa warnañ. 67Neuze Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel, hag e tiouganas, o lavarout: 68Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre ma'z eo deuet da welout ha da zasprenañ e bobl, 69hag abalamour m'en deus savet deomp ur Salver Galloudek e tiegezh David e servijer, 70evel m'en devoa lavaret dre c'henou e brofeded santel, abaoe penn-kentañ ar bed, 71dre m'en deus hor saveteet a zaouarn hon enebourien, hag eus dorn an holl re a gasae ac'hanomp, 72evit ober trugarez e-keñver hon tadoù, o kaout soñj eus e emglev santel, 73eus al le en devoa graet da Abraham hon tad, 74penaos, o vezañ hon tennet eus dorn hon enebourien, e roje deomp da servijañ anezhañ hep aon, 75er santelezh hag er reizhder dirazañ e-pad holl deizioù hor buhez. 76Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhelañ-Meurbet; rak te a gerzho dirak dremm an Aotrou, evit kempenn e hentoù, 77evit reiñ anaoudegezh ar silvidigezh d'e bobl dre pardon eus o fec'hedoù, 78dre garantez trugarezus hon Doue; drezi, ar sav-heol eus an nec'h en deus hor gwelet, 79evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv, hag evit ren hor c'hammedoù e hent ar peoc'h. 80Ar bugel bihan a greske hag en em greñvae er spered; hag e chomas el lec'hioù distro betek an deiz ma tlee bezañ diskouezet da Israel.