1Jezuz a gomzas evel-se, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet; ro gloar da'z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit, 2hervez ma ec'h eus roet dezhañ galloud war bep kig, evit ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezhañ. 3Hag ar vuhez peurbadus eo, ma'c'h anavezint ac'hanout, te, ar gwir Doue hepken, ha Jezuz-Krist, an hini ac'h eus kaset. 4Roet em eus gloar dit war an douar; echuet em eus al labour az poa roet din d'ober. 5Ha bremañ, ro gloar din, Tad, ez kichen da-unan, eus ar gloar-se am boa tost ouzhit a-raok ma voe graet ar bed. 6Disklêriet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed; dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da c'her. 7Anavezet o deus bremañ penaos kement ac'h eus roet din a zeu ac'hanout. 8Rak roet em eus dezho ar gerioù ac'h eus roet din, hag o deus o degemeret, hag o deus anavezet e gwirionez on deuet ac'hanout, hag o deus kredet ec'h eus va c'haset. 9Pediñ a ran evito, ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac'h eus roet din, abalamour ma'z int dit. 10Ha kement a zo din, a zo dit; hag ar pezh a zo dit, a zo din; hag enno e vez roet gloar din. 11Me n'on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, ha me a ya da'z kavout. Tad santel, mir ez anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan, eveldomp-ni. 12E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho ez anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet. 13Ha bremañ, me a ya da'z kavout, hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno. 14Roet em eus dezho da c'her, hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed. 15Ne bedan ket ac'hanout d'o lemel eus ar bed, met d'o diwall diouzh an droug. 16N'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed. 17Santela anezho dre da wirionez; da c'her eo ar wirionez. 18Evel ma ec'h eus va c'haset er bed, em eus ivez o c'haset er bed. 19Ha me en em santela va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet dre ar wirionez. 20Ne bedan ket hepken evito, met ivez evit a re a gredo ennon dre o ger, 21evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon o Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed eo te ac'h eus va c'haset. 22Roet em eus dezho ar gloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan, evel ma'z omp ni unan, 23me enno, ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma'c'h anavezo ar bed ec'h eus va c'haset, hag e karez anezho evel ma ec'h eus va c'haret. 24Tad, me a fell din e vo ganin ar re ac'h eus roet din, el lec'h e vin, evit ma welint ar gloar ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed. 25Tad gwirion, ar bed n'en deus ket anavezet ac'hanout; met me am eus anavezet ac'hanout, hag ar re-mañ o deus anavezet eo te ac'h eus va c'haset. 26Hag em eus roet da anavezout dezho da anv, hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac'h eus bet evidon, ha ma vin ivez enno.