1C'hwec'h devezh a-raok ar Pask, Jezuz a zeuas da Vetania, e-lec'h ma oa Lazar, an hini a oa bet marv hag en devoa adsavet a-douez ar re varv. 2Graet e voe dezhañ eno ur goan, Marta a servije, ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantañ. 3Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur c'hwezh-vat a nard pur, eus ur priz bras, a eoulias ganti treid Jezuz, hag o zorchas gant e blev; an ti a voe leuniet gant c'hwezh an traet-se. 4Neuze Judaz Iskariod, mab Simon, unan eus an diskibien, an hini a dlee e werzhañ, a lavaras: 5Perak n'eo ket bet gwerzhet ar c'hwezh-vat-se tri c'hant diner, evit o reiñ d'ar beorien? 6Lavarout a rae kement-se, n'eo ket m'en dije preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer, hag o vezañ ma oa gantañ ar yalc'h, e kemere ar pezh a lakaed enni. 7Jezuz a lavaras eta dezhañ: Lez anezhi d'ober; miret he deus ar c'hwezh-vat-se evit deiz va beziadur. 8Rak c'hwi ho po bepred ar beorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon. 9Neuze ur vandenn vras a Yuzevien, o vezañ gouezet e oa Jezuz eno, a zeuas di, n'eo ket hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar, an hini en devoa adsavet a-douez ar re varv. 10Hag ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d'ar marv, 11rak kalz eus ar Yuzevien, abalamour dezhañ, a yae hag a grede e Jezuz. 12An deiz war-lerc'h, ul lod bras a dud deuet evit ar gouel, o klevout e oa deuet Jezuz e Jeruzalem, 13a gemeras brankoù palmez, hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel, an hini a zeu en anv an Aotrou! 14Ha Jezuz, o vezañ kavet un azenig, a bignas warnañ eno, hervez ma'z eo skrivet: 15Na'z pez ket aon, merc'h Sion: setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez. 16E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se; met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn, hag e oant bet c'hoarvezet gantañ. 17Ar vandenn a oa gantañ p'en devoa galvet Lazar eus ar bez, ha p'en devoa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ. 18Hag abalamour ivez m'en devoa anavezet ar bobl penaos en devoa graet ar mirakl-se eo, e oant aet a-raok dezhañ. 19Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra; setu, an holl dud a ya war e lerc'h. 20Met, bez' e oa un toullad Gresianed e-touez ar re a oa pignet evit azeuliñ e-pad ar gouel. 21Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea; hag, o pediñ anezhañ, e lavarjont dezhañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz. 22Filip a zeuas hag a lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz. 23Ha Jezuz a respontas dezho: An eur a zo deuet ma tle Mab an den resev gloar. 24E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: ma ne varv ket ar c'hreunenn winizh goude ma vez taolet en douar, e chom hec'h-unan; met mar marv, e toug kalz a frouezh. 25An hini a gar e vuhez he c'hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus. 26Mar servij unan bennak ac'hanon, ra zeuio war va lerc'h; hag e-lec'h ma vin, eno e vo ivez va servijer; ha mar servij unan bennak ac'hanon, an Tad a enoro anezhañ. 27Bremañ va ene a zo trubuilhet; ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ! Met evit kement-se on deuet en eur-mañ. 28Tad, ro gloar da'z anv. Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv, hag a lavaras: Roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh. 29Ar bobl a oa eno, hag o devoa klevet, a lavare e oa ar c'hurun; re all a lavare: Un ael en deus komzet outañ. 30Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Ar vouezh-se n'eo ket evidon-me, met evidoc'h. 31Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ; bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez. 32Ha me, pa vin bet savet eus an douar, a denno an holl dud da'm c'havout. 33Met, lavarout a rae kement-se evit merkañ dre beseurt marv e tlee mervel. 34Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken; penaos eta e lavarez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se? 35Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren; rak an hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a. 36E-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas hag en em guzhas diouto. 37Hag evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ, 38abalamour d'ar ger en devoa ar profed Izaia lavaret da vezañ peurc'hraet: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet disklêriet brec'h an Aotrou? 39Dre-se, ne c'hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh: 40Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na welfent gant o daoulagad, ha na gomprenfent gant o c'halon, ha na zistrofent ouzh Doue, ha na yac'hafen anezho. 41Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar, ha pa gomzas anezhañ. 42Koulskoude kalz, memes eus ar re vras, a gredas ennañ; met n'anzavent ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn. 43Rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud, eget gloar Doue. 44Met Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon, met en hini en deus va c'haset. 45Hag an hini a wel ac'hanon, a wel an hini an deus va c'haset. 46Me a zo deuet er bed evel sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon. 47Ha mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket ennon, ne varnan ket anezhañ, rak n'on ket deuet evit barn ar bed, met evit e saveteiñ. 48An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner; ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ en deiz diwezhañ. 49Rak n'eo ket ac'hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c'haset, en deus gourc'hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg. 50Hag anavezout a ran penaos e c'hourc'hemenn eo ar vuhez peurbadus. An traoù a lavaran eta, a lavaran evel m'en deus an Tad o lavaret din.